Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



An dragon yaouank

Kejaj

P'em behe un tamm amzer, ha pluñv, ankr ha paper, ha pluñv, ankr ha paper
Me ’savahe ur sonenn laridenn, e-korf berrig amzer
Me ’savahe ur sonenn laridenn, e-korf berrig amzer

Me ’savahe ur son, unan ken agreapl
Hañval doc'h un dragonig laridenn, 'deus kuitaet ti e dad

Doc’h un dragon yaouank ’zo aet d'an Itali
Bravikañ merc'h ar c'hornad laridenn, eñ 'rae ar lez dezhi

He mamm hag he c’hare, aet ha lâret un deiz
Ma merc'h, na trist ho kavan, laridenn, an dud 'lâr eh oc'h klañv

Ma mamm klaskit din-me, nag ur paotr dilikat,
Ur paotr yaouank dilikat laridenn, nag ur paotr digourdi
Hañval doc'h un dragonig laridenn, zo aet d'an Itali

Dre-mañ eh eus c'hoazh paotred kerklouz èl dragoned
Kasomp d’he aour hag argant laridenn, a-dra-sur ’vo d'o c'hoant

Ma mamm skrivomp bremañ, na d’an dragon yaouank
Kasomp d’hoñ aour hag argant laridenn, hennezh zo da ma c'hoant.

 

Restr Dastum DK00716, 64805 pe kan.bzh M-01172.
Liammoù all : Madelonic gant Fañch an Uhel digant Wikimammenn pe Diwan Pondi.
Kan gant Sofi Le Hunsec war CD Lomener e 2006 (standilhon digant al lec'hiad nozbreizh.fr), gant Berkana e 2016 (Youtube) ha gant Annie Ebrel war CD 'Tre ho ti ha ma hini e 1996 (Youtube).
Malrieu : [MAL 01172] Al lizher d’ar galant aet kuit d’an Itali