Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Disul vintin pe oan savet

Gavotte du Bas-Léon

Disul vintin pa oan savet fandigoudigou tralala
Disul vintin pa oan savet an dud ’vont da gousperoù
An dud ’vont da gousperoù va ge
An dud ’vont da gousperoù.

Hag me an arar war va skoaz
O vont d’an oad da arat

E touez ar vein hag ar c’herreg
Pe re ne oan ket kalet

Hag an distro ac’hano
Me rankontras ur wezenn

Ur wezenn deus avaloù trenk
E oa karget a spezad

Hag an distro ac’hano
Ne welan nemet tourioù

Tourioù du ha tourioù gwenn
Hag e oa en o kleier

Hag a sone ken distraz
‘Vel pa vichen en ongrou

Va mestrez-me a zo klañvet
Ha me zo o vont d’he gwelet

Ar wech kentañ p’oan aet d’an ti
‘Do war ar bank o c’hoari

An eilvet gwech p’oan aet d’an ti
Ar beleg ouzh he noui

An drede gwech p’oan aet d’an ti
‘Do war an daol lienet

Ha ma komañs da ouelañ
Na petra rin me bremañ

Va c'hamalad lavar din me
Na te zo sod da ouelañ

‘Lesneven er garreg vihan
‘Doa choajet peder vestrez

Div anezho a zo koant
Div all oa choa ac’hanomp

An div koant a gemeromp
Hag an div all a lezomp

An div all a lavaro
O c’hemerit ni ivez

Ola ola emezomp
A-walc’h am eus bremañ

 

Restr Dastum : a72966 pe kan.bzh M-01264.
Sellit ivez ouzh Keleier n°13, novembre 1991, Kendalc'h
Malrieu : [MAL 01264] Ar gevier.