Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Er Meliner

Laridenn

Ma mamm roit ho prozh lin din titima timato titimat dandeno
Ha me yay me d’ar vilin titimatimatimat
Ha me yay me d’ar vilin titimat dandeno

Me brozh lin c’hwi n’ho po ket
Ha d’ar vilin c’hwi n’endo ket

Ho prozh lin din, roit pe ‘n roit ket
Mes d’ar vilin emañ ret monet

Kar me glev ar bombarder
O vombardal war ar chaoser

Kar me glev ar sonerion
War bordig ar vilin o son’

Boñjour deoc’h ‘ta, miliner,
Ha c’hwi e valo din ma sac’had

O ya, plac’hig, malet ’vo deoc’h
Mes lârit din p’tra vo ganeoc’h

Kerc’h, segal ha gwinizh du
Malet ‘vo deoc’h ha ma ‘vez tu

Pa gouezhe ar bleud er sac’h
Ar miliner bokas ar plac’h

Chomit trankil ‘ta miliner
Kar c’hwi a rogo ma z(av)añjer

Ma ‘vez roget, roget e vo
Kemenerion a zo er vro

Kemenerion a zo er vro
Me ‘m eus argant ha me ‘baeo

 

Chant par les Trouzerion sur l'album Chants du pays d'Auray en 2005 (Extrait sur Nozbreizh), par Lors Landat/Thomas Moisson sur l'album An Tan Skornet en 2013 ou à Yaouank en 2018 (Extrait sur Youtube).
Kan.bzh M-00375 – Malrieu : [MAL 00375] Ma mamm tapit ma brozh lin.