Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Nozvezh kentañ ma eured

Dañs tro

Na Doue da goñsoliñ ur galon disgoñsolet
'Vel hini ur wreg yaouank an noz kentañ hec'h eured

An noz kentañ ma eured na me'm oa komadamant
Dont da servijiñ 'r Roue, ret eo bezhañ kontan.

Da servijiñ ar Roue da souten an armoù
Ha ma dousig Frañseza 'ra ket ken 'met gouelo

Tevit, tevit, Frañseza, tevet, na ouelit ket,
'Benn un daou pe un tri bloaz, me 'teui[o] c'hoazh d'ho kwelet !

'Benn un daou an tri bloaz pe ur pe[va]r d'an hirañ
Me a teui[o] c'hoazh d'ho kwelet, ma dousig Frañseza

Tremenet 'oa ar bevervet bloaz hag ar bempvet ivez
Hag ar martolod yaouank ne zeu ken da vale.

Tremenet 'oa ar c'hwec'hvet bloaz hag ar seihvet ivez
Hag ar martolod yaouank et gêr n'en erru ket

Frañseza a oa yaouank, 'gave hir he amzer,
Ha n'a lakaet 'ba' n'he soñj dimeziñ adarre.

Dimezet hag eurejet deus an daol o koaniañ
'C'h erruas ur martolod en ti da c'houl' lojañ

'Zigant ar vatezh vihan a neus goulet digentañ
C'hwi zo kap' da lâret din hag-eñ 'vin lojet amañ

O nann sur 'vat martolod, amañ ne vit ket lojet
Amañ 'mañ tud an eured gante 'ver okupet

Ar martolod 'oa ur paotr fin, goul a reas an doare
Ac'h eas da gavout at voereb kozh un tammig a-gostez

Boñsoar deoc'h-hu moerbig kozh, boñsoar deoc'h-hu lâran
C'hwi 'zo kap' da lâret din hag-eñ 'vin lojet amañ

O ya 'vat martolod, lojet mat a vefet
'Barzh n'ur gwele pell ha pluñv 'c'hi it fenoz da gousket

Disammit ho malizenn, hoc'h aour, hag hoc'h arc'hant
'Sambles gant tud an eured, c'hwi 'goanio ekselant

'Oa ket debret mat o c'hoan gant ar rummad kentañ
N'eus goulennet ar c'hartoù 'vit n'em zivertisañ

N'eus goulennet ar c'hartoù 'vit 'n em zivertisañ
Petramant d'ar wreg eured da gaozeal gantañ

O ya sur avat, emezi, biskoazh 'm eus refuzet.
Komz gant un den a-feson pa vez din permetet

Kaer neva kaozeal de[zh]i, hi ne gaozee ket
Ken n'eus bet kaozeet de[zh]i deus he gwalenn eured

Pelec'h 'mañ ho kwelenn aour hag hoc'h hini arc'hant
Pere ma m'oa roet deoc'h deus taol ar sakramant

Pelec'h 'mañ ho kwalenn aour hag ho diamanchoù
Pere ma m'oa roet deoc'h bremañ 'zo seizh vloaz 'zo

Houmañ 'juntas he daou zorn 'c'h ober ur sell 'trezek krec'h
Betek bremañ ma Doue me m'oa bevet dinec'h

Betek bremañ ma Doue dinec'h me m'oa bevet
Dec'h d'an noz 'oan intañvez fenoz 'm eus daou bried

Dec'h d'an noz 'oan intañvez fenoz 'm eus daou bried
Daoust davet pehini anezhe 'c'h in fenoz da gousket

Davet an hini kentañ ya me 'c'h a da vonet
Egile-all ac'h ay d'ar gêr evel ma oa deuet

Egile-all ac'h ay d'ar gêr evel ma oa deuet
'N ur laosket ur gwall gomzoù war gwrag[ez] ar martolod

 

Rapporté par Ar vreudeur Morvan, Guy et Yvonne Berthou dans Teñzor ar Botkol en 2002, page 47.
Voir sur les pages de Christian Souchon.
Chant par Yann-Fañch Kemener/Marcel Le Guilloux sur l'album Kan ha diskan en 1992 (Youtube), par Eugénie Goadec et Louise Ebrel sur l'album Gwrizioù, Chants à danser et mélodies de Bretagne en 1994, par Annie Ebrel sur l'album Datgan en 1997 (Youtube), par Tri Yann sur l'album Le Pélégrin en 2001 (Youtube), par Yann-Fañch Kemener sur l'album An dorn en 2004 (Youtube), par Kreiz Breizh Akademi sur l'album Norkst' en 2006 (Youtube), par Jean-Pierre Quéré/Christophe Le Menn au festival Yaouank en 2019 (Youtube), par Gwendal Le Ruyet dans Kraf Gang en 2019 (Youtube), par Jean-Pierre Quéré/Christian Rivoalen à La Feuillée en 2017 pour la sortie de l'album Pays montagne de Dastum (Youtube).
Kan.bzh M-00735 – Malrieu : [MAL 00735] An disparti noz kentañ an eured.