Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Metig

Dañs tro

 

Tud yaouank deus Breizh-Izel, o didostait da glevet
An istor deus va daeloù, ha va foanioù kalet

Me ‘zo eur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper
Ha me’m eus choazet eur vestrez ‘barzh eskopti Treger.

Bord ar mor ez on ganet e bro Sant Gwenole
Ha biskoazh nemet glac'har n’am eus bet em buhez

Glac'har ha gwir garantez setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn.

Pa vichen bugaleaj, o va mamm baour alies
Hi ‘ lavare din « Va mab, kar ha ped ar Werc'hez !

Kar anezhi, va mabig! Ped Gwerc'hez Rumengol !
Mar he fedez a-galon, ne 'z i james da goll. »

He fedet em eus bepred ha bremañ a-raok mervel
Me ‘gano meuleudioù da'm breudeur Breizh-Izel

E veajin deus va zud evit mont pell deus ar gêr
Evit mont war ar studi da skolaj Landreger.

Me ne oan ken pemzek vloaz, me a ouele dourek
Evidon-me ne oa ket, siwazh, a eürusted.

O tostaat deus Landreger, me ‘gavas eur plac'hig
E oa koant ‘vel eur rozenn, he ano ‘oa Metig

D’ar gouent e oa kaset, evit mont war he studi
He c'halon ‘jomas mantret, kement ha va hini

« Siwazh, plac'hig, » emezañ, a lavaras dezhi
Evel daou zen ankeniet o kuitaat tud o zi

He dornig flour en dornig ‘lakeas gant karantez
Evit ma vichemp eürus o ouelañ asambles

Met ar plac'hig ‘lavaras : « Kloareg Sant-Gwenole
Pedomp Doue alies an eil evit egile ! »

Neuze e pedomp Doue ha sent kozh Breizh-Izel
Evit ma vijemp eürus ha laouen asambles

 

Rimadellet gant Yann Ber Vari ar Skourr, sellet er Wikimammenn
Pajenn kan.bzh M-01124 ha restroù Dastum a48145, 80389 pe a75654.
Kan gant Fañch Menez, Loeiz Ropars ha Bastien Guern war ar CD Archipel des Musiques Bretonnes gant Yves Defrance en 2000. (Eun droiad dañs war gan (ton doubl)), gant an Trio KSL war CD Disul d'an abardaez e 2016 (Standilhon digant nozbreizh.fr), gant ar Vreudeur Morvan war CD Ar Vreudeur Morvan e 1993 (Standilhon digant nozbreizh.fr).
Malrieu : [MAL01124] Kloareg Koad ar Rannoù hag ar pennhêrez Kersanton.