Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Lavar din-me 'ta paotr yaouank

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Lavar din-me ‘ta paotr yaouank
Rigodo fardi fardo
Peur e skrivi da embannoù ? Falarinette.
Rigodo falifardo falarino

Na pa vezo e Plougerne
Merc’hed mouzhet diouzh ar c’hafe.

Na pa vezo mui na bagoù
Na moukled e pont Treglonou.

Na pa vezo ‘barzh e Plougin
Polotrez diouzh ar gwez sapin.

Na pa vezo ‘barzh e Bourc’h-Wenn
Un tammig berroc’h o lostenn.

Na pa vezo e Gwiproñvel
Dresoc’h he c’hoef gant Gabrielle.

Na pa vezo e Plabenneg
Ul litrad gwin ‘vit daou wenneg.

Na pa vezo e Plouvian
Kafe ha te da verenn-vihan.

Na pa vezo e Lesneven
Kavet brennig e-touez ar foenn.

Pa vezo e Lanhouarne
Drebet ar bleiz, gant Sant Herve

Na pa vezo e Kerlouan
Andiv en iliz o tiwan.

Na pa vezo e Lilia
Tout ar c’hezeg o vrennika.

Na pa vezo ar baotred vat
Diskroget diouzh ar chopinad.

 

Pajenn Dastum

Kan gant Goulc'han Kervella war CD Bretagne (1900-2006) embannet gant Fremeaux e 2010.