Meskach > Carnet de chants > Danses > en breton



Nag en tu all da Baris

Gavotte du Bas-Léon

Nag en tu all da Baris,
Nag en tu all da Baris
Ez eus ur plac'h yaouank, farli farla o bim bam boum
Ez eus ur plac'h yaouank, allons farla rideno

He-deus daou, tri amourous
Me oar he santimant

Ar c'hentañ zo keginer
An eil zo paotr a gambr

An trede a zo kere
Kere botaouer-ler

Hag en deus graet ur botoù
Dimeus a ler lijer

Ha pa oa graet ar botoù
D'o c'has d'ar gêr eo aet

'N ur esaeañ ar botoù
Dezhi en deus lâret :

O me 'garje, koantennig,
Be' ganeoc'h dimezet

 

Pajenn Dastum : 18961, 18961 pe pajenn kan.bzh M-00405.
Kan gant Tan arvest war ar CD Kentañ e 2011 (Standilhon war lec'hiad nozbreizh.fr).
Liamm : War al lec'hiad Per Kentel.
Malrieu : [MAL00405] En tu all da Bariz, ez eus ur plac’h yaouank.