Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Touri toura

Ronde bigoudène

Deus ganin-me plac’hig yaouank, deus ganin-me d’am batimant
Ha me ziskouezo deoc’h ma c’hambroù Touri toura, toura la digetra
Ha me ziskouezo deoc’h ma c’hambroù, ’ re a zo er batimant.

O salokras kabiten, d’ho patimant na yan ket
Kar ma zad, ma mamm zo er gêr d’em gortoz da goaniañ

O salokras plac’h yaouank dig’ ho tad, ho mamm ’m-eus goulennet
Da zont ganin d’am batimant, da zont ganin da goaniañ

Pa noa koaniet an dud-se ha servijet ar c’hafe
Neuze ar plac’hig yaouank a gomañs d’en em chalañ

O salokras kabiten, taolit ho pag en dour
Ha ma yafec’h da ma c’has-me betek palez tal ar mor

O salokras plac’h yaouank, re ziwezhad ’peus goulennet
Tri-ugent ha tri-ugent zo barz rivier An Naoned

O salokras kabiten, roit din da gontell al lañs
Da droc’hiñ ma rubanoù peogwir int skoulmet

O salokras plac’h yaouank, ma c’hontell al lañs po ket
Dalc’hit ma hini argant, honnezh ne lâran ket

Ar gontell argant dezhi ha goude dezhi pa voa groget
Ba’ e-kreiz poull he c’halon he-doa he flantet

Ma mije bet un tamm amzer ur bannig liv, un tamm paper
Me mije skrivet ul lizher da he mamm ha da he zad

Me mije skrivet ul lizher da he mamm ha da he zad
Hag an hini ’nije lennet a nize bet kalonad

An dra-mañ a zo c’hoarvezet gant ar briñsez an Amour
Bremañ na n’eus mui a goñje da gas merc’hed war ar mor.

 

Source : CD Le chant des sardinières de Marie-Aline Lagadic et Klervi Rivière - 30 novembre 2006, Keltia Musique.

Liens : Chant et pieds.

Paroles en pdf