Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Digedon ton ton

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Digedon ton ton p'oa digoret ar paper
Don ma dondon me m'oa pevar amour

Va zad a c'houlenn ouzhin
Pehini a garen ar muiañ

Dezhañ am-oa respontet
Va bon-amie Louise

Na kit 'ta d'ar bal bremañ
Ho taou assemblez

Kit 'ta da zañsal bremañ
Da bardon Sant Mikael

Adieu tadoù ha mammoù
Breudeur ha c'hoarezed

Me ya da zalc'her menaj
Gant va muiañ karet

N'eo ket evit eur bloavezh
Na 'vit bloavezh hanter

Me ya evit da jamez
Ar rest diouzh va buhez

 

Dastum : Oaled Bro Pagan – 1973. Pajenn Dastum

Liammoù : Komzoù war lec'hienn Dañs Round.

Kan gant Brenn Gwiniz war CD Soun ar Boer - 2002 ha gant Marie-Thérèse Calvez war CD Pagan, tradition chantée en pays pagan - 2005.