Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Ar gwreg yaouank magerez

Dañs tro

Me ho ped asistanted da glevet resitañ
Kar ma-unan 'c'h on estonet pa glevan kement-mañ

Na pezh a zo bet erru ' zo war ur c'hopi gallek
Mar gallan goût ar feson da zistreiñ e brezhoneg

Ur wreg yaouank magerez o tistreiñ eus a Bariz
Bet o kerc'het ur bugel e-barzh ti ur bourc'hiz

Da gas ganti da vagañ e-mesk he bugale
Evit sikour o sevel ha gounit bara dezhe

Ur c'hoad devoa da dremen ken mont betek ar gêr
Hag ataket oa bet siwazh gant ur voleur

Un den gwisket e beleg teuas d'he bonjouriñ
Ar gwad n'he gwazhioù a zeuas da remuiñ

Boñjour eme an den-mañ erru oc'h ma gwreg vat
O na c'hwi pareilhamant o emezi Aotrou Abad

Souezhet on deus ho kwelet amañ o paseal
Kar ar c'hoad-mañ n'eus ar vrud da vezañ un toull fall

O Doue 'met al laer-mañ a breserv pehini
Me 'zo amañ o vale evit en em zianuiñ

O kemer ma flijadur da c'hortoz oferennoù
O tonet da lenn ma brevier na zeu netra d'am zroublañ

O 'n ur gerzhal 'n he c'heñver neus hi interojet
Da c'hoût deus pelec'h ma teue ha pelec'h ma oa bet

Ha pa welas 'oa ganti war he brec'h ur bugel
Gwisket oa deus ar c'haerañ kazimant evel un ael

Ha 'n eus goulenn diganti barzh an eil kontinant
Na netra nevoa touchet 'vit an avañsamant

Geo avat aotrou Abad arc'hant me 'm eus touchet
Kant lur 'm eus resevet o evit kemeret

Ha c'hoazh em eus ar gredenn e kollin ma buhez
'Vit mont maez deus ar c'hoad-mañ ma inosant ha me

Ne soñjet ket 'barzh an 'se o ivez ma gwreg vat
Me vo deoc'h ur c'hompagnon da vonet 'maez ar c'hoad

Pa vo ganeoc'h ur c'habiten c'hwi n'ho po droug ebet
O met e rankec'h rentiñ na pezh ho peus touchet

Deus dindan e soutanenn e tennas ur sabrenn
hag a savas anezhi a raktal 'us d'he fenn

Ha da c'houlenn diganti ar yalc'h pe ar vuhez
Peotramant da lâret dezhañ pelec'h devoa laket anezhe

Me m'eus lakaet anezhe en-dro d'am inosant
Gwell' eo ganin ma buhez 'vit n'eo aour hag arc'hant

Kregiñ 'reas 'barzh ar bugel 'vit donet d'en dispakañ
Lezit ma buhez ganin hag e hini gantañ

Dre bermission Doue hi a dap ar sabrenn
Ha gant un taol boneur e rannas dezhañ e benn

Hep a neus bet an amzer da dapout an arc'hant
A renkez mervel eno war ar plas subitamant

Ar wreg-mañ hag he bugel dre ur mirakl 'zo rentet
War un hent bras pareabl ha devoant droug ebet

Tri jandarm 'zo erruet diganti 'n eus goulennet
O welout gwad diouti petra 'oa erruet

Hag he deus ekspliket dezhe dirake penn-da-benn
Me, emezi, am eus lazhet na mestr ar voleurien

Deuit ganeomp ma gwreg vat, deuit ganeomp war ho kiz
Evit ma c'hallfomp gwelet na merk ho vaillantiz

P'emañ furchet an den-mañ e holl armoù kavet
div bistolenn a daou denn, ur sabrenn, ur sifled

Ha pa devont graet o ingal hag o frosez-verbal
Unan deus ar jañdarmed a c'hwezhas ennañ raktal

Hag eno 'zo rentet pevar ar gameradoù
O welet ar c'habiten war an douar marv

Pa welont an abijoù e felle dezhe terc'hel
Ennañ a renkent 'n em rentiñ pe donet da vervel

D'o lezenn d'o garotiñ ha d'o c'has d'ar prizon
En Pariz a resevont o c'hondaonasion.

 

Restroù Dastum : 21771, 26059 pe a15756 pe kan.bzh M-00222
Kan gant ar vreudeur Morvan war ar pladenn En passant par la Bretagne - 1961 pe ar CD Ar Vreudeur Morvan - 1993.
Malrieu : [MAL00222] Ar vagerez hag al laeron