Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Ar paotr yaouank kozh

Dañs tro

Me zo chomet da goshaat ha n'on ket c'hoazh dimezet
Ha dre-se on gwelet fall gant an dimezelled

Ar merc'hed a oa gwechall a glaske labourat
Kannañ gwenn ar rochedoù, ober stamm ha gwriad

Met ar re yaouank zo bremañ a zo o klask bezañ koant
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

Dre ma 'z int bet pell er skol o teskiñ ar galleg
Kaozeal, lenn ha skrivañ evel avokaded

Met da labourat a greden n'o deus ket kalz a c'hoant
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

Pa gemerfen ur vereuri, e kemerfen ur vatezh
Da c'horo, da ribotat, da gas ar saout er-maez

Kar ar wreg ne brizo ket lakaat he zreid er fank
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

Pa vo pardonioù 'barzh ar vro, 'hay en noz da zañsal
Neuze 'vo klevet o c'hoarzhin hag he zreid o strakal

A-benn ma teuio d'ar gêr, an holl dud 'vo kousket
An tad a huñvreo start hag ar vamm 'vo nec'het

Neuze 'vo klevet Janig 'vale dousig d'he c'hambr
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

Hag an deiz war-lerc'h 'chomo 'pad an deiz en he gwele
Gant ar boan ba'n he divhar pe an droug 'n he c'hostez

Rak keit ma oa-hi o tañsal he-deus tapet ul lamm
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

Un dilhad eus ar c'haerañ 'renko c'hoazh da gaoued
Ur robenn brodet gant seiz hag un tok alaouret

An dra-se 'vez ket gwall-bell 'tegas ur mil da bemp kant
Setu aze 'vit petra on chomet paotr yaouank

 

Restr Dastum36131 pe kan.bzh M-00540.
Kan gant Yann-Fañch Kemener hag Ifig Troadeg war ar CD Kan ha diskan - 1997, gant Annie Ebrel ha Noluen Le Buhe war ar CD Fest-Noz en Poher - 1998, gant Lors Landat war ar CD 2 mui 3 - 2016.
Malrieu : [MAL00540] Ar paotr yaouank kozhkomzoù e mentrezh pdf.