Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Seizh lev rount en tu all da Baris

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Seizh lev rount en tu all da Baris, ye trala ladera
Seizh lev rount en tu all da Baris, me a welas va c'habiten
Me a welas va c’habiten

Mard eo te eo an den yaouank
En deus kemend-all a vrud

Te a dlee kaout ur goñje
Da vont d’ar gêr da di da dud

Nann, va c’habiten emezañ
Da di va zud, me ne d'in ket

Me a chomo ganeoc’h en ho rejimant
Keit ha ma vezoc’h kontant

Me a 'm eus choazet ur vestrezig
Ha n’ema-hi ket a bell-vro

A zo ganti ur mouchouerig
Evit sec’hañ he daeloù

Deboñjour dit va mestrezig
Bras ho kavan kontristet

Me a soñje din oc’h klañv a galon
Peotramant a boan spered

Me ‘glev an dud o lavaret
Ez omp re vras mignoned

Laoskomp an dud da lavaret
Ni n’omp ket re vras mignoned

Deomp hon daou da gaout ar person
Ni a vezo eurejet

 

Pajennoù Dastum : 1 ha 2

Kan gant Jean-Pierre Premel war ar CD Pagan, tradition chantéee embannet gant Coop Breizh e 2005. (standilhon digant al lec'hiad Nozbreizh.fr)