Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Me am eus graet al lez (Roum)

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Me am eus graet al lez,
D’ar vravañ plac’h yaouank, d’ar vravañ plac’h yaouank
Biskoazh n’em eus gellet
Gouzout he santimant, roum
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv, roum
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv

Biskoazh n’em eus gellet, gouzout he amitie
Kountrol d’he santimant, e lavare din-me

Ya, me ‘meus graet al lez, dezhi ur pennadig
Mes aet eo bremañ gant un apotikaer

Gant un apotikaer yaouank, ‘neus da wel alies (?)
Hennezh a ra din gouelañ, deus a-greiz va c’halon

Kasit va mestrez gantañ, ha dilhaj war he framm
Alc’hwezet eo warnezhi, ‘balamour ma z’eo koant

Mes dont a ray un dervezh, me ‘dapo an alc’hwez
Me am bezo Marivonik, en despet d’he lignez

M’am bez me Marivonik, e kouskimp ‘n ur c’hambr mat
Pemp kant skoed en aour melen, em eus me roet d’he zad

Pemp kant skoed en aour melen, em eus me roet d’he zad
Ha dezhi pevar-ugent, evit kaout he gras vat

Me am bezo Marivonik, ya sur un dervezh mat
Me am bezo Marivonik, en despet d’ar c’higer mat

 

Dastum : Oaled Bro Pagan – 1973, (pajenn Dastum)

Komzoù all gant ar Paotred Pagan : Round Tremenac'h