Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Round Tremenac'h (Roum)

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Un deiz pa oan o pourmen,
Hed-ha-hed an hent bras, hed-ha-hed an hent bras,
Me welas en ur c'hornig, un ostaleri c'hlas, roum !
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv, roum
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv

Ha dav en ostaleri, ha stagañ da evañ,
Me glevas ur paotr bihan, 'n e gavell o ouelañ.

E kichen ar c'havellig, paotrez a seitek vloaz,
Azezet war ur gador, he divesker en noazh.

He mamm lavaras din-me, houmañ ne dalv netra,
Mont gant ar baotred yaouank, setu ar pezh a ra.

Na c'hwi ez eo plac'h yaouank, c'hwi 'n ho peus ket a vezh,
Da lammat dreist ar c'hleuzioù, ha c'hoari mesk-ha-mesk.

Va mamm pa 'z aen er mod-se, 'gave ket din raen fall,
Gant va c'hamaladezed, mont da heul ar re-all.

Ma karjes bezañ chomet, er gêr da labourat,
Ne vijes ket bet bremañ, en ti o luskellat.

Aozet gant ar Paotred Pagan, kan gant Fañch Jezequel et Jean-Yves Breton war CD Soun ar Boer e 2005 (standilhon diwar nozbreizh.fr).
Memes ton ha komzoù all : Me am eus graet al lez pe Ar sotañ Yannig.
Liamm ebet er c'hatalog