Meskach > Carnet de chants > Danses > e brezhoneg



Ar sotañ Yannig (Roum)

Dañs round

Paroles de rond de pagan

Me eo ar sotañ Yannig
'Zo bet biskoazh er bed, 'zo bet biskoazh er bed,
'Zo paeañ ur mevelig
'Vit kousket gant va gwreg, roum
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv, roum
Falaridondeno ge
Chach da c’har a-dreñv

Va gwreg ha va mevelig a vez o c'hwennat kerc'h,
Ha me zo bet lakaet o redek war o lerc'h.

Va gwreg ha va mevelig o daou o c'horo 'r saout,
Ha me zo war an treuzoù, ya, c'hoant din mont d'o c'haout.

Va gwreg ha va mevelig o devez kig-ha-farz,
Ha me gant an dour bervet, gwalc'het ar sac'h e-barzh.

Va gwreg ha va mevelig a ya d'ar foar da bell,
Ha me a chom er gêr da luskell' ar c'havell.

Va gwreg ha va mevelig o daou 'r memes gwele,
Ha me zo war gorn ar bank, ya, c'hoant din mont ivez

Ha pa oan aet d'am gwele, tommet ganin va flas,
Me a rank dont er-maez, da reiñ plas d'ar mevel bras

Ar vuhez-mañ ne bado ket, a lavaran-me deoc'h,
Kar me a deu da skuizhañ, a forzh din da reiñ peoc'h

 

Restr Dastum a72888 pe kan.bzh M-00642
Kan gant Ferdinand Guillerm war CD Pagan - Tradition chantée 2005 (standilhon digant nozbreizh.fr) pe gant ar Rouedad Stalioù Kan (Feizbouk).
Malrieu : [MAL00642] Paour-kaezh Yannig
Komzoù all : Round Tremenac'h gant ar Paotred Pagan
Liammoù all : Gavotte de Saint-Renan gant ar Paotred Pagan